Distro ar buzhug

P’edo Gad, Doux ha Tilly e-kreiz an tourmant ruz, ez eus bet embannet war ar groaz e oa echu-mik gant ar pezh a veze lakaet da batrom gounezvouederezh Breizh. Ha da deurel ar bec’h mesk-divesk war pennoù-bras an “agro-business” ha kezeg-blein al labour-douar, tud berrwell anezho, diskiant ha diemskiant. Poent bras cheñch penn d’ar vazh, eme ar re a ouie an doare, sañset. Da lavaret eo doujañ d’an endro ha lakaat ar galite e penn ar jeu. Ha gwir bater o rebechoù hiziv an deiz ? Ur reverzhi sioul a zo bet e Breizh war dachenn al labour-douar abaoe tregont vloaz. Peadra da beoc’haat, ma n’eo ket da adunvaniñ, uhelvennad al labour-douar bio ha redioù al labour-douar askoridik.

Catégorie:
Cet article vous intéresse ?    Achetez le numéro    Abonnez-vous

Ajoutez votre réaction