Ur gêriadenn eo ar bed. Aet an harzoù da netra gant Internet. An diouer a zanvezioù naturel pe tommadur ar voul-douar a zo kudennoù bedel. Keodedourien an hollved omp deuet da vezañ. Petra zo kaoz, neuze, ma vez lakaet an tiriadoù lec’hel da geflusker an ekonomiezh mui-ouzh-mui ? Degaset e oa bet ar gevelaouriezh hag ar c’hreizennañ gant an eil reveulzi c’hreantel. Gant an trede hini e tlefe an digreizennañ reiñ lamm d’ar Stadoù kozh hag adlakaat ar rannvroioù war lein ar rod. Eilpennet eo meizadoù kantvedel ar frankizouriezh : ar rouedadoù a gemer o c’hreñv war ar marc’hadoù, klasket e vez implijout ha neket perc’hennañ, hag erfin, ar c’halite bevañ a zo sour d’ar binvidigezh…
Daoust hag un utopiezh nevez a vefe o toullañ he hent ?